Menegoù lezennel
Mbaq.fr zo lec’hienn ofisiel Kêr Gemper
Kêr Gemper
Ti-kêr
BP 1759
29107 Kemper cedex
pellgomz 02.98.98.89.89
pelleiler 02.98.95.27.93
contact@quimper.bzh
Rener an embann
Ludovic Jolivet
maer Kêr Gemper
ludovic.jolivet@quimper.bzh
Penn al lec’hienn
Penn an internet - liesvedia, renerezh ar c’hehentiñ
Mirdi ar Kemper
Diorren, enframmañ teknikel ha webdesign
Stratis
Benveg merañ an dalc’hadoù
Typo 3
Herberc’hiañ
Herberc’hiet eo Quimper.fr gant renerezh kehentiñ Kêr Gemper, 12 Ru Verdelet, 29000 Kemper. Pgz 02.98.98.87.17. Postel : informatique@quimper.bzh.
Disklêriadur Kbsf et ha roadennoù personel
Hervez al lezenn c’hall (mellad 27 eus al lezenn niv. 78.17 eus ar 06.01.78. a denn d’ar stlenneg, d’ar fichennaouegoù ha d’ar frankizoù) ez eo bet disklêriet al lec’hienn-mañ da Gengor Broadel ar Stlenneg hag ar Frankizoù, niv. enrollañ 822738.
Prevez eo ar roadennoù a sell ouzhoc’h hag a vez dastumet e framm ar pellargerzhadurioù, ar furmskridoù, an enskrivadurioù d’al lizher-kelaouiñ ha ne vezont ket kaset da dud all e mod ebet.
Gallout a rit goulenn ar gwir da dizhout ar roadennoù miret, da lakaat anezho da vezañ degaset kemmoù enno, da vezañ reizhet pe lamet. Evit en ober, goulennit digant Servij Kehentiñ Kêr Gemper, 12, ru Verdelet, 29000 Kemper, pellgomz 02.98.98.88.99, webmaster@quimper.bzh.
Kod ar berc'henniezh kefredel ha gwir eiladuriñ
Hervez kod ar berc’henniezh kefredel ez eo difennet ober eiladurioù a-zarn pe hollek eus endalc’hadoù al lec’hienn-mañ a vez implijet gant an holl, hep kaout an aotre digant ti-kêr Kemper (mellad L.122-4). Ne c’hall bezañ implij ebet eus an endalc’hadoù evit ober kenwerzh pe bruderezh.
Gourliammoù
Frank eo lakaat gourliammoù war-zu unan eus pajennoù mairie-quimper.fr, gant ma vo diskwelet ar re-se en ur prenestr nevez ha gant ma vint kinniget en un doare na vo ket forc’hellek hag evit chom hep kemmeskañ al lec’hienn m’emaint hag hini mairie-quimper.fr.
N’eo ket mat an aotre-se evit ar skoroù a skign dalc’hadoù pornografek, bugelgarour, hag ar re a vroud ar feulster, ar gasoni c’houennel, azgwelet an Istor ha, dre vras, evit ar skoroù a skign endalc’hadoù kontrol d’an urzh foran ha d’ar vuhezegezh vat hag a laka interest ha brud ti-kêr Kemper en arvar.
Ne engouestl ket ar gourliammoù a gaver war al lec’hienn-mañ war-zu lec’hiennoù web all atebegezh Ti-kêr Kemper war endalc’hadoù al lec’hiennoù-se. Al liammoù war-zu lec’hiennoù all a vez roet d’an dud da c’houzout hepken.