Istor ar mirdi

E-kreiz an XIXvet kantved, Kemper, prefeti Penn-ar-Bed ha kêr-benn Kerne, ne oa ket nemet ur gêr dister a-walc’h gant 12 000 a annezidi. Ne c’halle ket bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant kêrioù-penn ar rannvro, evel Roazhon pe Naoned, ma oa bet krouet ar mirdioù kentañ, e fin an XVIIIvet pe e penn kentañ an XIXvet kantved, diwar an dastumadoù seziset digant an divroidi, madoù an Iliz hag an oberennoù a oa bet fiziet enno gant Mirdi kreiz an Arzoù.

 

E Kemper, kontet gant Jacques Cambry da vezañ ur « gêr dizanvez ha klouar a-fet an arz », al livour François Valentin (1738–1805) en doa klasket sevel ur mirdi diwar un nebeud oberennoù kozh dastumet er c’horn-bro. Met n’en doa ket arc’hant nag oberennoù a-walc’h, setu e oa aet e vennad da fall. E-kreiz an XIXvet kantved e veze douget muioc’h an dud d’an henoniezh ha da istor ar vro. E 1862 e oa bet votet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed da grouiñ ur mirdi evit an departamant e Kemper, gouestlet dreist-holl d’an henoniezh e Penn-ar-Bed. Di e vefe kaset an dastumadoù a oa bet bodet abaoe 1845 gant kevredigezh ouiziek henoniel Penn-ar-Bed, hag a oa miret en ur sal eus skolaj ar merc’hed yaouank.

War-bouez Sant-Maloù, ma oad krog da zastum un nebeud poltredoù hag eñvorennoù istorel e 1861, ha Gwened ma oa miret an traezoù henoniel bodet gant kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan, ne oa mirdi ebet e Breizh er c’hornôg d’ul linenn Roazhon-Naoned pa oa bet divizet krouiñ ur mirdi eus an arzoù-kaer e Kemper e 1864.

 

Un dra espar e oa ar grouidigezh-se. Ne oa ket anv hepken da vodañ un nebeud oberennoù eus ar vro hag un nebeud oberennoù fiziet gant ar Stad, met da zegemer dastumad estlammus Jean-Marie de Silguy a oa o paouez mont d’an Anaon : 1 200 a livadurioù, 2 000 a dresadennoù, 12 000 a engravadurioù ha degadoù a draezoù arz.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn