Eus Mucha da Gauguin, ur c’houlzad tchek e Kemper

16 a viz Mezheven-30 a viz Gwengolo

« Demat, aotrou Gauguin » e mirdi an arzoù-kaer e Kemper

 

Evel un heklev da ziskouezadeg Mirdi breizhek an departamant e kinnig Mirdi an arzoù-kaer e Kemper ur prest dibar digant palier broadel Praha, Demat, aotrou Gauguin, un oberenn graet e 1889 gant Paul Gauguin, goude m’en doa gweladennet mirdi Montpelhièr a-gevret gant Vincent Van Gogh. Komzet o doa moarvat diwar-benn an arzour kantreer hag an emboltred goude bezañ gwelet an daolenn Demat, aotrou Courbet. Livadur bras Gauguin a daolenn an arzour gwisket evel ur pirc’hirin o kejañ gant ur beizantez eus ar Pouldu zo un doare kreñvoc’h eus un eoullivadur kentañ, bihanoc’h e vent. En deroù e kinkle panell un nor eus ostaleri Marie Henry, ur c’hinkladur miret gant ar mirdi gant teir fanell all, Gwaz brudet Gauguin en o zouez. Evit ar wech kentañ eta e kinniger an teir oberenn-se a-gevret.

 

 

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn