Ar skol c’hall er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved

Un hanter eus dastumad Silguy a c’hoarvez eus livadurioù gall. Disterik eo an hollad evit ar XVIIvet kantved : prenet e oa bet eiladurioù hag oberennoù-atalier dreist-holl gant an dastumer, rak ker-ruz e oa an taolennoù orin dija.

 

Gwelet a reer levezon Poussin e taolennoù Jean Tassel, Nicolas Bertin pe Nicolas Loir. Adkavout a reer realouriezh strizh ha diginkl Philippe de Champaigne e-barzh ar Poltred eus Corneille gant Claude Lefebvre hag e-barzh un daolenn traoù divuhez, Sivi en ur plad-saladenn, re bar da vaniteoù livourien an norzh.

 

Diskouez a ra Pierre Mignard penaos e oa an arz ofisiel gant Ar Feiz hag an Esperañs, deuet eus dastumad Loeiz XIV. Arz al lez dreist-holl eo ar poltredoù pompadus, evel re Trémolières, Tocqué (Poltred eus La Guérinière) pe Boizot.

 

En XVIIIvet kantved e plije muioc’h d’an dud ar « festoù galant » hag ur bed artifisiel ha skedus, gant sujedoù mojennel o virviñ en arz kinklañ hag er stil « rocaille ». Bez’ ez eus oberennoù eus ar c’hentañ er mirdi, en o mesk un damdresadenn gant François Boucher, Skrapadenn Proserpina, hag un damdresadenn all gant Jean-Honoré Fragonard, An Emgann etre Minerva ha Meurzh. Adalek kreiz ar c’hantved, ha pa vefe entanet an dud gant an arz eus an Henamzer, e veze graet traoù nevez gant al livourien : Poltred ur vaouez gant Adélaïde Labille-Guiard ha Poltred ur gwaz gant philippe Chéry a gemenn mennadoù uhel an Dispac’h : an traoù diginkl ha naturel.

 

Goude Ar Garantez, krennard o ouelañ war boltred Psike kollet gantañ, gant Charles Meynier hag Alkibiades tapet gant Sokrates e ti ur serc’h gant Charles-Nicaise Perrin, e kendalc’h an dastumad nevezklasel betek an drederenn gentañ eus an XIXvet kantved gant Alexandre-Evariste Fragonard ha Saladin e Jeruzalem.  

 

Claude-Joseph Vernet a oa bet unan eus ar re gentañ o livañ gweledvaoù war al lec’h end-eeun. War e lerc’h e ijinas Pierre-Henri de Valenciennes ar « gweledvaoù istorel fardet » evel m’en gweler gant Biblis troet en ur feunteun ha Narkissos o sellet outañ en dour. Un teorikour dibar a oa anezhañ, ha mestr e oa bet da Jean-Victor Bertin ha da v-Michallon a oa aet kentañ Priz Meur ar gweledvaoù istorel gantañ.

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn