Skol Pont-Aven, Nabiourien hag arouezourien
Adalek ar bloazioù 1860-1870 e veze dedennet al livourien gant kêriadenn Pont-Aven. Eno e kavent awen forzh pegement, hag ober a raent stad eus degemer c’hwek an annezidi, an tiez-pañsion hag al letioù, gwir doulloù « penturerien » anezho.
Eno e oa bet kavet repu gant Paul Gauguin, pa oa en dienez vrasañ e 1886. Chomet e oa pell amzer e Pont-Aven, ha goude-se er Pouldu : peder gwech betek 1894. Diwar kejadenn Gauguin gant Emile Bernard e oa bet krouet ar sintetegezh, un deorienn nevez eus ar gened hag a ya d’ober pazenn gentañ an arz modern. Diwar ar c’hentelioù bet ha roet da-c’houde gant Sérusier e oa bet krouet strollad an nabiourien.
N’eus nemet div oberenn gant Gauguin er mirdi, un izelvos diwar ti Marie-Henry hag ur goulourdrenn e pri. Met meur a livadur, gant Emile Bernard pe Paul Sérusier da skouer, a ziskouez a-walc’h an enklaskoù a oa bet graet gant arzourien Skol Pont-Aven : livioù rik lakaet a-blad ha gronnet gant linennoù teñval, talennoù bern-ouzh-bern, torradur bevennoù ar stern, un neuz levezonet gant ar stampoù japanat. Bez’ ez eus ivez oberennoù gant Maxime Maufra, Henri Moret ha Jacob Meyer de Haan.
Gwelet a reer ar pezh a rae an nabiourien (« nabi » a dalvez kement ha « profed » en hebraeg) gant oberennoù Maurice Denis ha Georges Lacombe, Paul Ranson ha Félix Vallotton.
E-kichen ar re-se ez eus un nebeud oberennoù gant arouezourien, ha dreist-holl un daolenn veur, Ar Prof, anezhi ur bennoberenn gant Wilhelm List, unan eus izili Secession Vienna. Gant ar re-se e c’haller lakaat Skol Pont-Aven en he lec’h en amzer.