1864-2017

Krouidigezh ar mirdi

 

Asantet he doa Kêr Gemper da laes dastumad Jean-Marie de Silguy ha divizet sevel ur « mirdi De Silguy ». E 1866 e oa bet prenet gant Kêr un nebeud douaroù stok ouzh an Ti-kêr, war blasenn an iliz-veur. Graet e oa bet buan ur raktres mirdi. Sevel a reas arkitektour Kêr ur programm resis evit ar mirdi, ha derc’hel a reas kont eus ar pezh a oa bet graet evit sevel ar mirdioù diwezhañ en Angers, Naoned ha Roazhon. Graet en doa fed ivez ouzh mirdi Pikardi savet a-nevez oa en Amiens. E rez-an-douar e vefe lakaet dastumadoù arkeologiezh an departamant. En estaj kentañ e vefe meur a sal, en o mesk ur palier bras sklêrijennet gant gouloù an deiz dre ar sel, hag ar saloñs a enor bras troet war-zu ar blasenn. Gouestlet e vefe da zastumad Silguy.

 

Roet e oa bet lañs d’ur genstrivadeg arkitektouriezh e miz Mae 1867. Gant Joseph Bigot e oa aet ar maout. Ar C’hemperad-se, oadet a 60 vloaz, e oa an arkitektour brudetañ e Kerne en XIXvet kantved. Gantañ e oa bet treset savadurioù sivil pe relijiel diniver. Brudet e oa dreist-holl evit bezañ savet div gorzenn iliz-veur Kemper (1854-1856) ha kastell Kerioled (1863). Chomet e oa Bigot tost a-walc’h d’ar programm savet evit ar mirdi, hag e tresas ar fasadenn evel hini ur palez e kêr, er stil « genovat ». Lakaat a reas an estajoù a-live gant re an Ti-kêr, d’an hollad da vezañ unvan, met reiñ a reas d’ar mirdi un identelezh dezhañ e-unan a-fet ar c’hinklañ. Goulennet en doa servijoù an delwennour naonat Amédée Ménard evit kizellañ war dalbenn ar fasadenn ur skeudennadur eus al livouriezh hag eus an arkitektouriezh, en-dro da ardamezoù kêr.

 

Digoret e oa bet ar mirdi d’ar 15 a viz Eost 1872. Bizitet e oa bet gant ar prezidant-marichal Mac-Mahon e 1874 ha sikour a reas ar weladenn-se brudañ ar mirdi, lorc’h Kemperiz, aviet gant kêrioù all Breizh-Izel.

 

1993 Ur renevezadur skouerius

 

Savet e oa bet ar mirdi evit reiñ bod d’an dastumad De Silguy, hag e penn kentañ an XXvet kantved en em gaved diaes dija pa ne oa ket ichoù a-walc’h ennañ. Cheñch a rae ar c’hiz da ziskouez an oberennoù er mirdioù. Diwar neuze e lakaed an taolennoù pelloc’h an eil re diouzh ar re all, ha renkañ a raed anezho dre skolioù en un doare skiantel. Brasaat a rae an dastumad gant oberennoù roet, legadet pe prenet. Tamm-ha-tamm e saved un dastumad livadurioù awenet gant Breizh. 

 

E 1972, kant vloaz goude ma oa bet digoret, e lakaed ar mirdi da droadañ gant doareoù ar virdiouriezh vodern. Reiñ a raed aer d’an taolennoù, hag ouzh mogerioù gwenn e oant lakaet.  

 

En 1993 e teue ar mirdi a vremañ en e stumm. Gant an arkitektour Jean-Paul Philippon, a labouras ivez evit mirdi Orsay ha mirdi Roubaix, La Piscine, e oa bet renet labourioù bras evit reneveziñ, astenn hag adframmañ ar savadur, dezhañ da vezañ bravoc’h hag akomotoc’h.  

 

Eus savadur Joseph Bigot ne chom nemet ar fasadenn glasel a guzh ul lec’h diabarzh hag a zo bet adstummet penn-da-benn. Ul lec’h modern gant sklêrijenn a-leizh, hag a dalvez da skrin eta da zastumadoù puilhoc’h-puilh ar mirdi. Gant al labourioù e oa bet diskoulmet kudenn luziet an diouer a ichoù : brasaet e oa bet ar salioù-diskouez ha krouet ul lec’h evit an diskouezadegoù dibad. Ouzhpenn 700 a oberennoù a vez diskouezet a-bad.  

Pa’z eus bet kempennet frammoù-degemer nevez, ur selaouva, ur servij-deskiñ hag ur stal levrioù ha bitrakoù, e vaster hiviziken da ezhommoù ar mirdioù a vremañ.  

 

E-kreiz ar mirdi, er sal Lemordant, ez eo bet lakaet evel ma oa gwechall ar c’hinkladur bras a oa bet livet e penn kentañ an XXvet kantved evit an darvarn brudet eus Kemper, Ostaleri ar C’hleze. Digeriñ a ra evel ul lec’h arvestiñ ha diskuizhañ. Bremañ ez eus ur sal bad gouestlet d’ar barzh kemperat Max Jacob ha d’e vignoned.  

 

Diazezet e oa raktres Jean-Paul Philippon, a labouras ivez evit mirdi Orsay ha mirdi Roubaix, La Piscine, war an traoù treuzwelus hag an tremen frank. Dre an digoroù a zo bet graet a-dreuz ar beton hag ar greunit e c’hall ar weladennerien gwelet an diabarzh hag an diavaez, an iliz-veur dreist pep tra. Er c’hreiz, un nev meurdezus he ment ha brav-meurbet a sko war an holl servijoù-degemer.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn