AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ AMZER AN NESTED
En hañv-mañ, kemerit tro eus ar c’hinnig espar gant Mirdi breizhek an departamant ha Mirdi an Arzoù-Kaer e Kemper : gant ur bilhed hepken e c’halloc’h gwelet o dastumadoù-pad dibar hag an diskouezadeg dibad ingalet en daou lec’h.
AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ :
AMZER AN NESTED
Gouestlet eo an diskouezadeg-mañ da arzourien Kevredigezh Nevez al Livourien hag ar Gizellerien, ar vreuriezh arzel brudetañ a ziskouez diouzh ar gwellañ ar Belle Epoque hag ar mare etre an daou vrezel. Eus 1895 da 1939 e oant plijet d’an holl dud ha d’an holl urutellerien, ha bet e oa o oberennoù en holl diskouezadegoù etrebroadel bras. Klask a raent taolennañ an traoù, ar maeziadoù hag ar boudoù e-ser lezel an dud da zivinout ar pezh a oa don ha kevrinus enno. An holl izili eus ar gevredigezh-se a oa sot gant an nested, an taolennoù familh, hag ar garantez evit an natur. Alies e oa bet graet an “Drivliadelourien Diwezhañ” anezho. An diskouezadeg eo an hini gentañ e Frañs a ro da welet pouez al luskad-se en istor an Arz. Enni ez eus div lodenn a gloka an eil eben ha ne c’haller ket dispartiañ, ingalet etre Mirdi breizhek an departamant ha Mirdi an Arzoù-Kaer. Er Mirdi breizhek e vo gwelet gant ar vizitourien labour arzourien dedennet da vat gant Breizh
ravadurioù ha tresadennoù).
E mirdi an arzoù-kaer, dindan baeroniezh Rodin, e tispennoc’h roudoù livourien an nested. Gant ar re-se e veze doujet gwirionez an neuzioù, ha dalc’het talvoudoù an arz europat a-viskoazh, prederiet ma oant gant ar c’hounañ, ar psikologiezh hag an imbroud-spered.
A-ziwar-lerc’h rummad ar simbolourien e oa an arzourien-se, ha disheñvel e oa o stiloù. An holl anezho o doa alanet ar memes aer, dreist-holl hini an drivliadelouriezh. Boemet e vioc’h gant taolennoù meur eus ar c’hêrioù hag ar maezioù, hag ivez gant un hollad poltredoù a’r gwellañ.
Savet eo an diskouezadeg-mañ asambles gant Mirdi Breizhek an Departamant, ar Singer Laren (Izelvroioù) ha Palez ar Gouloù en Evian.
E servij an istor, alegoriennoù ha faltaziennoù
Gallout a rafed soñjal e oa bet lezet al livadurioù istor hag ar c’henaozadurioù bras-divent a-gostez gant ar remziad livourien-se a oa tomm ouzh an nesaelouriezh. Tamm ebet avat ha, dindan levezon Puvis de Chavannes hag an Trede Republik dedennet gant ar c’hinkladurioù-moger foran e oa bet dreist lod eus hon arzourien war an dachenn-se. Unan eus ar re zonezonetañ, Henri Martin, en doa respontet da galz a c’houlennoù evit ijinañ kinkladurioù ma weler pegen barrek eo da daolenniñ alegoriennoù. Eus Marsilha da Dolosa en ur dremen dre gCaors (Cahors) al labourioù war ar maez pe al labourioù er c’hêrioù a vez lakaet war wel gant e varroù-livañ ha a vez kaeraet gantañ. Ha ken lemm all e vez e arz pa vez anv da daolenniñ ur meizad difetis evel ar justis, un taolennadur hollgaer eus ur meizad hollvedel. Arzourien all, evel Aman-Jean, Carrière, Besnard pe Desvallières, o doa pleustret a-zevri, gant eurvad, war ar c’hinkladurioù bras hag evit ober livadurioù istor. Al livour dibarañ en doare-se d’ober, koulskoude, eo Gaston La Touche. Pe e vefe o livañ an istor sakr gant ar Bugel foran pe o plediñ gant un alegorienn vojennel evel en Deroù-deiz, treuzfurmiñ a ra an temoù anavezet-se, gant e ijin diroll ha ne c’haller ket lakaat un anv dezhañ alies, e gwelioù diankoua eus ur bed marzhus.
AR POLTRED
Degemeret e voe al livourien nesaelour eus ar « Belle Epoque », en un doare naturel, evel poltredourien a bouez bras ha moarvat e oant bet ar boltredourien psikologourien veur diwezhañ. Al livourien goshoc’h egeto, mistri an drivliadelouriezh anezho, hag a chom e-touez ar weledvaourien vrasañ eus istor al livouriezh, n’o doa ket graet kement a verzh war dachenn ken bresk an drougemell psikologel. « Skuizhus e vez an abadennoù poltrediñ, a anzave Jacques-Émile Blanche, pa ne garer ket kendivizout pe pa vezer abuzet gant an dud a zo war al lec’h. » Sevenadur bras al livourien-se a roe dudi ha faltazi d’o c’haozeadennoù, ouzhpenn-se, hag a zegase plijadur d’an abadennoù paouezadenniñ. E-ser goulenn ouzh ar patromoù fiñval en o aez, da dapout an eztaol a chomfe war al lien, e veze graet goulennoù outo war an traoù a blije dezho, d’an dud a garent, d’o santimantoù : « Tennañ ar sekred eus un ene, n’eus forzh pe hini e vefe, en em c’houlenne c’hoazh Jacques-Emile Blanche, pa selaouer ar patrom pe pa seller outañ, daoust hag-eñ n’eo ket mezvadur ar psikologour, an divezelour, evel hini al livour poltredoù ? » Hag an arzour da glozañ : « Ar pezh a c’hortozomp digant ur poltred eo ar vuhez. »
AR GWELEDVA
Hep tizhout sked ha fresker o diagentourien illur ez eo en arz ar gweledvaoù marteze ez eztaolas arzourien ar Gevredigezh nevez o fersonelezh eus ar gwellañ. An tresoù graet ganto e deroù o micher, hag a oa c’hoazh dindan levezon displann ha dispis an arouezouriezh, a daolenne a-walc’h un amzer lug da serr-noz pe mantellad ul loargann. Setu perak o doa miret o gweledvaoù soñjus ul lodenn hunvreoù enno hag e veze sellet outo evel « gweledvaoù santadurioù ».
Met buan o doa strivet al livourien veajourien da zeskrivañ ha da vuhezekaat ar vuhez pemdez. Dre ma oant en hengoun o doa doujet al lañs eus an tresoù hag an talvoudegezhioù war al livioù ha tennet o doa efedoù eus enebiezh ar sklaer hag an teñval. Ur wech echu koulzad an digoradurioù, adalek an devezhioù brav kentañ, ez ae pep hini kuit en-dro war-zu e lec’h repu, da eostañ livadurioù e-pad an hañv. Goude bezañ tremenet an hañv o labourat, o liorzhañ hag o tiduiñ an amzer gant o familh, hon arzourien a adkave o buhez kantreerien kerkent ha ma errue miz Here gant e skeuliad arlivioù eus an diskar-amzer, ken brav. Kest an tresoù evit Saloñsoù an nevez-amzer a gase anezho a galon vat war-zu lec’hioù meur ar « Belle Époque » : ar Riviera, Spagn, al Lenn Maggiore, Venezia…
MIGNONED AN NORZH, strollad Etaples
Krouet e oa bet ar Gevredigezh nevez diwar ur vlizidigezh voutin, gant un nebeud mignoned sonn, anezho un dornadig livourien eus an norzh dreist-holl. Kreizennet e oa war ur gêriadenn besketaerien anvet Etaples, e goueled bae ar stêr Ganche er Pas-de-Calais. Eno e oa bet un drevadennad livourien tik gant an natur o vevañ adalek ar bloavezhioù 1880. Lojañ a rae an darn vrasañ anezho en ostaleri Antoine Loos, un den brokus anezhañ, a lakae livadurioù e bratikoù a-istribilh ouzh ar mogerioù, goude bezañ asantet bezañ paeet evel-se. Tud ar vro, gouestlet d’ar pesketa hepken pe dost, o doa miret o dilhad, o farlant pikardek hag o gwiskamantoù hengounel. Boaz e oant da welet an arzourien-se ha digoret o doa dezho tiez-pañsion, atalieroù ha, buan zoken, ur stal livioù.
E-touez al livourien gentañ staliet en Etaples e oa ar Gall-hag-Amerikan Eugène Vail, buan e oa en em gavet ar Breton Henri ar Sidaner gantañ, ha chomet e oa oant eno o-daou tost d’un dek vloaz bennak. Henri Duhem, eus Douai, a oa bet o chom e-pad pell amzer en un ti e Camiers, ur gumun e-kichen. An Norvegad Frits Thaulow a chomas c’hwec’h miz er vro ha skoulmet en doa liammoù gant an holl livourien a laboure war al lec’h : « Ur vandennad arzourien yaouank ha drant, a gounae e wreg Alexandra, an darn vrasañ anezho a zeuas da vezañ mignoned deomp da viken. Dont a reas ar Flandrezad Emile Claus di ivez, ha war-dro kant arzour a zeuas d’en em staliañ da vat er vro, dreist-holl div drevadennad livourien amerikan hag aostralian.
aN ARZOURIEN DIWEZHAÑ
Berzh o doa graet diskouezadegoù ar Gevredigezh nevez ha gant-se e voe sachet kalz a arzourien brudet daveti. Er strollad-se e veze votet an divizoù pouezusañ gant ar muianiver eus an izili. E 1902 e oa bet divizet degemer Jacques-Émile Blanche hag al « livour-denjentil » Antonio de La Gandara. Ar bloaz war-lerc’h e voe tro George Desvallières, Henry Caro-Delvaille hag Ernest Laurent ha n’en doa ket kemeret perzh e krouidigezh ar gevredigezh, abalamour ma oa broc’het ouzh Arman-Jean hep na ouife den perak, daoust m’en doa e blas da vat enni, anat eo.
E 1906, goude trubuilhoù bras, e voe skarzhet Gabriel Mourey, pa veze rebechet dezhañ gant ul lodenn eus an izili e zoare da verañ ar gevredigezh. Neuze ez eas Auguste Rodin da brezidant. Ar strollad, a oa ennañ hiviziken Albert Besnard hag Eugène Carrière, a voe adanvet Kevredigezh al livourien hag ar gizellerien, met kenderc’hel a reas ar c’hazetennoù d’ober gant e anv orin.
Claude Monnet, diwar goulenn start e gamaladed, a asantas e 1908, a-benn ar fin, mont ganto. Enskrivet e voe e anv diwar neuze e-touez re an izili er c’hatalogoù met, a-hervez, ne voe ket diskouezet oberennoù gant al livour kozh. An daou livour diwezhañ en em gavet gant ar Gevredigezh a oa ur poltredour amerikan, John Singer Sargent hag e 1911, ur gweledvaour a zeue eus Italia, Jean-François Raffaëlli.
stampoÙ hag oberennoÙ war baper
Arzourien Kevredigezh nevez al livourien hag ar gizellerien, treserien dispar anezho, o doa gouezet tennañ o mad eus adsav ar stampoù e dibenn an XIXvet kantved. Dindan prezidantelezh Jean-François Raffaëlli e oa en em vodet kalz anezho e Kevredigezh an engraverezh dibar e liv a ziskoueze oberennoù er palier Georges Petit.
Maendresadennoù dreistordinal Eugène Carrière a lakaas Gustave Geoffroy just a-walc’h da lavaret : « Ne ziskouez ket ar vuhez hed-ha-hed, met sellet a ra outi pizh-ha-kempenn. » Re Aman-Jean a reas dudi an dud. Unan eus e stampoù kentañ hag a daolenne Verlaine en doa lakaet ar barzh da lavaret : « Treset ho peus ac’hanon en ur mare sioul ordinal ». Gant ar memes arzour e kinnigomp ur rummad engravaduriuoù dre zour-kreñv ne oa ket bet diskouezet biskoazh. Berzh a reas akwatintoù Frits Thaulow ivez, kenkoulz ha re Jean-François Raffaëlli hag a lakaas Maurice Barrès da lavaret an dra-mañ : « Ijin Raffaëlli n’eo ket skeudenniñ, tresañ doareoù ar vannlev, met bezañ kizidik outo ha lakaat ac’hanomp da gompren an trivliadoù a oa ennañ ne lavaran ket. » Ne voe diskouezet monotipoù boemus Ernest Laurent d’an dud nemet pa voe gouestlet un diskouezadeg adsell d’an arzour gant mirdi an Orañjerezh goude e varv : « Bras-kenañ e voe berzh ar skeudennadurioù-se », a lavaras Henri ar Sidaner.Gant hennezh e tiskouezer ur rummad stampoù ha poltredoù treset gant ar c’hreion, m’en em eztaolas an arzour gant ur gizidigezh c’hwek. Gant e vignon Henri Duhem e vo dalc’het soñj eus un hollad dourlivadurioù ampart, un teknik hag en doa desket gant e vestr Henri Harpignies.
Kendalc’h ar c’hinnig stampoù hag oberennoù war baper en estaj kentañ, er c’habined arzoù grafek, er sal 16.
AN IMPLIJ EUS AN TOUCHENNOÙ
Pa o yaouank Aman-Jean hag Ernest Laurent e rannent un atalier gant Georges Seurat. Pa lakaas Laurent e zaou vignon da welet an diskouezadegoù trivliadour diwezhañ e voent fromet ken-ha-ken ha da-heul en em lakajont da lenn levrioù teorikel diwar-benn al liv ha da gejañ ouzh ar c’himiour Eugène Chevreul, en doa skrivet « De la loi du contraste simultané des couleurs ». Hervez hennezh, touchennoù liv enebet war ar c’helc’h kromatek a veze kaeroc’h pa vezent lakaet kichen-ha-kichen, diwar efed ar c’hemm etrezo. Diwar kaozeadennoù ha taolioù-esae an tri livour yaouank e voe krouet ar pezh a voe anvet an divizionism. Seurat a lakae holl zanvezioù e spered reizhiadek da imbourc’hiñ an dargemmoù etre al livioù. Hogen Laurent hag Aman-Jan, hag a rae kentoc’h an traoù hep soñjal, o doa bet o-daou ur yalc’had beaj er Saloñs, a yeas da Italia hag eno e kejjont ouzh Henri Martin. Emdreiñ a reas teknik Martin goustadik neuze war-zu un darchouriezh dioutañ e-unan ha ne zouje tamm ebet an ortodoksiezh divizionour. Ken plijet e oa bet an dud gant e gasadennoù d’ar Saloñs ma voe souezhus emzalc’h gwarizius Signac, deuet da vezañ diskibl da Seurat : « laer an drivliadelourien hag an neveztrivliadelourien ! ».
Ar Sidaner, La Touche ha Claus, en o mod, a zegemeras, int ivez, teknik an divizionism ledet gant mistri an drivliadelouriezh. Gant o doare dezho da implijout an touchennoù liv avat, ne c’hallent kaout nemet ur from, un endro. Emile Claus a skrivas un deiz da Henri Duhem : « Komzet ez eus bet din un toullad bloavezhioù zo eus levr Chevreul ha n’em eus ket bet c’hoant da lenn anezhañ ; heug am eus ouzh ar sistemoù. »
Gweladenn heñchet e brezhoneg
d'ar sul 7 a viz Gouere da 3e gm
1 eur 30
Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl