Raoul Dufy (1877-1953)
Raoul Dufy, ar bloavezhioù foll
Un dastumad prevez Raoul Dufy (1877-1953) zo unan eus an arzourien c’hall herverkañ eus an XXvet kantved. Livour, tresour, priour, krouer lienoù, kinkler e oa ha gouezet en doa, evel Gauguin, freuzañ an harzoù etre an arz meur hag an arz munut. Diskouez a ra an 300 oberenn kinniget, deuet eus un dastumad prevez, e oa bet gant Dufy ur vuhez-vicher liesneuz, evel-just, met bepred e oa bet sujedoù a blije dezhañ, hag eñ ur mailh war ar c’hemmoù bihan gant un tem hepken ha teknikoù disheñvel. El livadurioù hag en tresadennoù a gaver er sal gentañ e tiskouez ar mor, ar regataoù, ar sonerezh hag ar festoù kinklet gant bannieloù pegen stag e oa ouzh ar sklêrijenn hag al liv. Er salioù war-lerc’h e welot un tu all eus an arzour en doa graet kalz a daolioù-arnod war dachenn an arzoù-kinklañ, evel m’en diskouez e freskenn brudet Ar Voudig Tredan. Kenlabouret en doa evel-se gant ar c’hemener Paul Poiret hag ar c’hevredad Bianchini-Férier, unan eus sidanerezhioù pennañ Lyon. Gant war-dro ugent brozh ha war-dro tri-ugent gwiad e weler pegen hardizh ha reizh e oa kavadennoù Dufy hag o doa maget ijinusted kemenerien veur ar Bloavezhioù foll. Gant an diskouezadeg-mañ omp pedet neuze da splujañ e oberenn un arzour hag a roe mel d’ar vodernelezh ha d’al levenez-bevañ. Ha ne veze ket lavaret gant Gertrude Stein « plijadur eo Raoul Dufy » ?
Bedoù Raoul Dufy
Dufy, bet ganet en Havr-Nevez, a oa sot gant ar mor arvestet gantañ diouzh porzh e gêr c’henidik. Ar glaz a zeuas da vezañ e liv dezhañ, an hini nemetañ o kaout « e bersonelezh e-unan » evit taolenniñ ar gweledvaoù norman ha kreizdouarel koulz hag ar festoù a blije kement dezhañ, da-heul an drivliadelourien hag ar faovourien. E-pad an Aloubidigezh, pa oa repuet e kreisteiz Frañs ha pa oa taget gant ar c’hleñved, e enklaskas e demoù muiañ-karet ha sklêrijennañ a reas ar mare teñval-se gant nerzh kromatek kouronkerezed o stummoù founnus pe gant arvestoù dudius an eostoù. Dont a rae tem ar sonerezh en-dro ivez, da zegas soñ eus e vugaleaj. Gant violoñsourien, violoñselourien, lazioù-seniñ, fañfaroù e veze kemmesket sinfoniennoù sonerezh luc’hus ha gant e letrin melen evel an heol e veze lakaet ar gevrollenn da fraoñval hervez e grommennoù hag e droellennoù kinklus. En e zourlivadurioù hag e livadurioù, Raoul Dufy en doa studiet donoc’h un hêrezh eus ar gwiadoù krouet gantañ, un emrenerezh eus al linennoù hag eus al livioù na heuilhent ket ervat trolinenn an tresadennoù. Displegañ a reas en doa sellet ouzh ur plac’h vihan gwisket e ruz o redek war ar sav-mein, e 1926 e Honfleur, ha merzet en doa e oa chomet pelloc’h al liv war skramm e lagad eget ar stumm eus ar plac’hig. Liv, lusk hag arreadur steudel eo ar gerioù-stur a gaver en holl arzoù, evel evit achap diouzh fuadur an amzer o tremen.
Dufy kinkler
E 1928 e tivizas Raoul Dufy, aet skuizh dre ma oa ret adneveziñ dalc’hmat tresoù ar gwiadoù, kuitaat an ti Bianchini-Férier. Gant ar brudet ma oa neuze e oa digor-bras dezhañ dorioù an urzhiadoù prevez pe publik. Er bloavezhioù 1930 e oa al liverezh moger en o barr. Kinklet e oa evel-se sal-debriñ an Doktor Viard e Pariz (1927-1933) hag ar genkiz Athlana a oa d’ar bankour Arthur Weisweiller en Antíbol (Antibes) (1928-1929). Ar peder zaolenn a oa bet livet eno gant Dufy a oa heñvel ouzh ar raktresoù empennet gantañ evit karrezennoù seiz ha kement-se a ziskouez e plije d’an arzour krouiñ pontoù etre an arzoù. Ur raktres da ginklañ poull-neuial ar mordreizher Normandie gant pri-poazh a oa c’hwitet e 1935. E 1937, avat, e voe tapet brud gant Dufy e Diskouezadeg etrebroadel arzoù ha teknikoù ar vuhez vodern : choazet e oa bet gant Kompagnunezh dasparzhañ tredan Pariz evit livañ « taolenn vrasañ ar bed ». War 250 panell darbrenn, 600 m2 dezho en holl, e livas Ar Voudig Tredan evit kinklañ diabarzh ar Pavilhon savet gant Mallet-Stevens. Goulennet e voe digantañ ivez kinklañ, asambles gant e genvroad norman Othon Friesz, an davarn-vutunat e Palez Chaillot hag er Varmouzerezh e liorzh ar Plant. Dufy, dedennet gant an holl deknikoù, a gemeras perzh e kalz avanturioù : kinkladurioù evit ar c’hoariva, priajoù, patromoù tapiserezh pe skeudannaouiñ oberennoù. Forzh petra e vije o danvez, oberennoù Dufy a vez merket gant freskter ar gromategezh ha gant un hevelep awen bepred : ar mor, ar maezioù ha Pariz.
Eus ar Bestiaire d’ar gwiad : eus Apollinaire da b-Poiret
En unan eus e varzhazoù kentañ, Le Bestiaire ou Cortège d’Orphée, embannet e 1911, e klaske Apollinaire lakaat ar skrivañ barzhek modernañ da gejañ gant al livañ nevezusañ. En deroù e oa Picasso da sevel skeudennoù al levr a-raok na voe krouet gant Dufy koadengravadurioù hollgaer levezonet gant arz ar grennamzer ha gant skeudennoù Épinal. Al levr ne reas ket berzh evel ma oa bet soñjet, met ar c’hemener Paul Poiret, gounezet gant faltazi kinklañ Dufy dija, a fizias ennañ krouiñ talbenn e baper-lizher ha goude-se e c’houlennas outañ ober gant teknik ar c’hoadengravañ war lien. E 1911 e voe krouet un atalier moullañ war lien ganto, an Uzin Vihan, er boulouard Clichy, ha stagañ a reas Dufy gant avantur ar c’hiz. Eus ar prantad frouezhus-se, unan eus ar pezhioù dibarañ eo ar vantell levezonet gant ar reter, La Perse, gwisket gant an itron Denise Poiret. Ar gwiad-se a dalvezas ivez evit mogerioù an ti-gizioù. Adkemeret e voe tresoù ha kinkladurioù plant Levr al loened, evel kalz a engravadurioù all, ar Pesketa, ar Chase pe an Dañs, gant Dufy hed-ha-hed ar prantad m’en doa produet gwiadoù. A-drugarez « Poiret ar c’haerañ » e voe taolet evezh ouzh « Dufy ar blijadur » pa’z antreas hemañ er c’hiz hag er bed bras.
Lorc’h ha seiz : Dufy ha Bianchini-Férier
Goude bezañ taolet fed war oberennoù orin Dufy en Uzin Vihan, Charles Bianchini, a oa rener skourr parizian ar sidanerezh Atuyer-Bianchini-Férier, a ginnigas ur gevrat padus dezhañ. Eus 1912 betek 1928 e savas an arzour ouzhpenn mil kenaozadenn gant gouach pe gant dourliv da vezañ lakaet war gwiadoù en atalieroù Tournon en Ardecha. Poiret ha kemenerien all (Chanel, Lanvin, Lelong, Vionnet ha tostoc’h deomp, Christian Lacroix, agnès b, Mongi Guibane) a stumme o dastumadoù diwar ar gwiadennoù-se hag a veze implijet ivez da sevel boteier pe pezhioù arrebeuri. Gant Dufy e voe krouet skritelloù ha teulioù bruderezh evit broudañ stal Lyon. Dre ma oa feal d’ar pezh a blije dezhañ e savas skeudennoù loened barzhoniel ma oa laboused, balafenned hag olifanted mesk-ha-mesk en ur c’hinkladur arallvro gant tonioù glan hag arabeskennoù dreist-holl, un hêrezh eus ar mare ma oa faovour. Evit plijout d’ar maouezed cheuc’h kemm-digemm o c’houst e oa bet leun a ijin. Gant ar sot ma oa gant ar mor e voe awenet evit sevel skeudennoù nevez, enno kregin, bagoù ha naiadezed. « Ar bleunioù a wisk al livioù en un doare naturel », ar roz, e vleunioù karetañ hag ivez ar boued-naered, al lili, an tulipez, an diskraboù, stilekaet pe natureloc’h, difetis zoken, a-vokedoù, dasparzhet pe dastrewet, a vez kavet en e grouidigezhioù evit lienoù seiz, damas, satin, voulouz, pe lien kotoñs. Diwar e chemet er c’hiz e voe diorroet gant Dufy ur stil dibar diazezet war dispartiañ al liv hag an tres ha disklêriañ a reas : « A-drugarez Poiret ha Bianchini-Férier em eus gallet seveniñ an darempred-se etre an arz hag ar c’hinklañ, ha dreist-holl diskouez emañ ar c’hinklañ hag al livañ o tont eus ar memes mammenn.
Plijadurioù ar vuhez vodern
Er bloavezhioù 1920, ken war dachenn al liverezh ken war hini al lien, e taolennas Raoul Dufy arvestoù eus buhez ar vondianed ha berzh a rae e-touez ar vourc’hizien uhel hag an noblañs pinvidik e oa krog da zaremprediñ er gouelioù pompadus kinniget gant Poiret. « Mil Nozvezh ha daou », e 1911, eo an hini brudetañ anezho.
Gant Charles Bianchini e reas anaoudegezh gant bed ar redvaoù-kezeg e-lec’h ma voe tennet o foltred, a-benn nebeut, da vaouezed brudet ha mistr, gwisket gant brozhioù e livioù Dufy. Adalek e daolenn « Ar Paddok », bet livet gantañ e 1913, e lezas e faltazi en e roll evit kinklañ stignoù ha sae-gambr Poiret gant tresoù Longchamp pe Bagatelle. Dedennet e oa ar vondianed gant ar sport hag en em lakaat a reas da grouiñ karrezennoù seiz Tennis moullet en un dibab livioù a bep seurt.
Pariz hag an tour Eiffel a oa e-kreiz e awen, evel-just. Livañ a reas un heuliad taolennoù Balcons de Paris, en ur stummañ ur wiadenn evit Bianchini-Férer hag en ur implijout ar memes skeudennoù er c’hartoñsoù tapiserezh goulennet digantañ evit arrebeuri gant ar vichererezh Beauvais e 1925 ha gant Marie Cuttoli e 1934.
Kazinoioù war aod an Azur, regataoù e Deauville hag e Cowes, sirkoù, nozvezhioù e-touez mondianed, dibunadegoù gizioù a adneveze awen krouiñ Raoul Dufy hag a zegase d’e vodernelezh skañvder ha plijadur o vevañ hag a ra e vrud.