Max Jacob hag e vignoned

En dalc’had gouestlet da eñvor Max Jacob ez eus oberennoù savet gantañ ha re all savet gant e vignoned arzourien. Eus mignoned ar Bateau-Lavoir e Pariz d’ar c’hejadennoù e Kemper gant Jean Moulin, pa oa hennezh un isprefed yaouank, ur c’hrouer hag un amatour arz, e tiskouezer aze ur mare a-bezh gant tresadennoù, livadurioù gouach, luc’hskeudennoù ha dornskridoù.

Kemper, kêr c’henidik ar barzh Max Jacob (1876-1944), a gemer ur plas bras-bras e buhez hag en oberennoù hennezh. Gant barzhonegoù diniver, ur romant, ur pezh-c’hoari, en doa klasket deskrivañ holl gorniachoù kêr hag ar vuhez pemdez eno : straed ar Park, an treuzelloù war an Oded, ar c’hoariva nevez, alezioù Lokmaria, ar straedoùigoù a ziskenn eus al lise... Dont a rae Max Jacob en-dro da Gemper ingal. Eno e adkave e vignoned hag e familh.


Kalz a brofoù hag a laesoù zo bet graet d’ar mirdi gant mignoned Max Jacob. Rak-se e c’haller diskouez un heuliad luc’hskeudennoù, lizheroù, traouachoù hag eñvorennoù a bep seurt hag a ziskouez penaos e oa buhez ar barzh : ar c’harned-pañsion, a oa talvezet e c’holo da bladennig livioù dezhañ, un aoter bihan-bihan, ar steredenn velen, ar chapeled a oa etre e zaouarn pa oa marvet, kroaz Ivry... Ober a reer anv eus e vuhez e Pariz, er straed Ravignan tost d’ar Bateau-Lavoir. Eno, gant Picasso hag Apollinaire, en doa labouret da sevel diazez an « arz modern ». Ober a reer anv ivez eus an div wech ma oa chomet pell e Saint-Benoît-sur-Loire hag eus ar beajoù a rae alies betek Kemper ha Douarnenez.


Gwelet a reer e lec’hiennoù levrioù gant ijinour ar barzhonegoù e yezh-plaen, en o mesk un nebeud embannadurioù orin pe skeudennet, kement ha degas da soñj eus e vuhez : adalek Istor ar roue Kaboul 1 hag ar paotr-keginer Gauvain betek Gwerzioù, hag ivez Sant Matorel, al levr brudet Ar c’horned diñsoù, Difenn Tartuffe, An Arnodva kreiz, Roue Boiotia peotramant Ar C’habined du. Gant eñvorennoù zo, dielloù ha lizheroù, e pouezer muioc’h war e vignoned vreizhat, Pierre ha Jean Colle, Louis Gwilhouz, ar vreudeur Villard...


Pa zaremprede e vignoned livourien, e krogas Max Jacob da dresañ, gant gouach dreist-holl. E-kichen e oberennoù barzhoniel e reas ur respet livour. Diskouez a rae ingal e daolennoù, gwerzhañ livadurioùigoù gouach diniver. En dourlivadur a ziskouez akrobat ha dañserez ar sirk Medrano ez eo splann levezon an enklaskoù a oa bet graet gant e vignoned kubourien.
En oberennoù graet war-lerc’h, gweledvaoù eus Pariz pe freskennoù roman, ne rae Max Jacob nemet « eiladuriñ » luc’hskeudennoù alies (Gouelioù e Kemper, Skeudennoù sent). Met gallout a rae pellaat diouzh ar stil-se, un tamm arabadus, ha diskouez gant birvilh ha frankiz taolennoù eus ar vuhez pemdez (Taolenn eus ar straed, Karter kozh e Pariz). Diwezhatoc’h, er bloazioù 30-40, en doa graet adarre enklaskoù furmel, anvet « kubour » ha diazezet war c’hoarioù geometrek.
Kavout a reer mignoned Max Jacob e meur a boltred treset pe livet gant Toulouse, Oberlé, Wood, Cocteau, Lascaux, Perot, Salaun, Dermit, Picasso pe de Belay. Ur plas dezho o-unan o deus ar vignoned vreizhat. Pa veze o chom e Kemper ez ae Max Jakob davet ar priour italian Giovanni Leonardi, ha lakaet en doa anezhañ d’ober anaoudegezh gant feilhañs ar vro.


Eus 1930 da 1933 ez ae ingal da Gemper da-gaout an doktor Tuset ha Jean Moulin. E-pad ma oa o chom e Breizh en doa skeudennaouet hennezh barzhonegoù gant Tristan Corbière, « Arvor », tennet eus ar C’harantezioù melen, ha dreist-holl ar « Rapsodienn foran » brudet-kaer a ziskouez ar glaskerien-vara e pardon Santez-Anna ar Palud. Emañ ar studiadennoù evit ar skeudennoù souezhus-se e-barzh dastumadoù ar mirdi a-drugarez da Laure Moulin, c’hoar Jean Moulin, he deus legadet anezho deomp.


Ur plas dezhañ e-unan en hollad-se en deus al livour eus Kemper Pierre de Belay, ur mignon feal da v-Max Jacob anezhañ. El livadurioù hag en tresadennoù niverus roet d’ar mirdi gant Hélène de Belay e c’haller gwelet e zonezonoù diseurt : taolennoù eus ar birvilh e porzhioù hag e marc’hadoù Kerne, taolennoù eus Pariz, livadurioù « treilhennour » eus ar bloazioù diwezhañ, poltredoù eus Max Jacob, en o mesk ar Poltred profedus brudet, stampoù pe taolennoù eus buhez al lezioù-barn. Erfin, ur C’hemperad all, Jean Caveng, a zepegn poltredoù Kemperiz o doa c’hoariet en Dachenn Bouchaballe brudet, anezhi ur romant hag ur pezh-c’hoari gant e vignon Max Jacob.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn