Ar skolioù flamank ha hollandat
Kentoc’h flamank eo dastumad Silguy evit an hanterenn gentañ eus ar XVIIvet kantved, kentoc’h hollandat evit kreiz ha fin ar c’hantved. Kavout a reer ennañ an holl zoareoù livouriezh : sujedoù hag a denn d’an istor, d’ar mojennoù pe d’ar relijion, poltredoù, gweledvaoù, traoù divuhez ha taolennoù eus ar vuhez pemdez.
En antre ar sal ez eus un daolenn veur gant Cornelis Cornelisz. van Haarlem, e giz ar vanieregezh. Skeudenniñ a ra Ar Familh Gentañ : Adam hag Eva, gant o mibien Kain, Abel ha Seth.
E meur a oberenn gant Frans Francken II e weler penaos e oa al livouriezh flamank e penn kentañ ar XVIIvet kantved. En Azeulerezh ar Vajed en doa livet an Tri Roue ha meur a zen all hervez « spered an norzh », tra ma tiskouez ar Werc’hez hag ar Bugel bezañ « italian ».
Er XVIvet kantved e lakaed an taolennoù eus ar goañv e-barzh heuliadoù evel « ar pevar c’houlz-amzer » pe « an daouzek miz ». Gant re Joos de Momper, da skouer, e oant deuet da vezañ livadurioù diouto o-unan.
Perc’henn eo ar mirdi war un daolenn gant Rubens, ur « modello » evit ur c’hinkladur en iliz ar jezuisted en Antwerpen, Sant-Carlo-Borromeo : Merzherenti santez Lucia, livet gant mailhoni hag ampartiz ken-ha-ken.
E-mesk an hollad-se e teu war wel un daolenn-aoter vras, savet gant ur skoliad da Rubens, Pieter van Mol : un Diskenn diwar ar groaz. Ne zeu ket eus dastumad Silguy, met eus kouent ar vinimed e Kastell-Paol.
Perc’henn eo ar mirdi ivez war meur a oberenn eus ar bloazioù 1650. Ganto e c’haller gwelet doareoù diseurt al livouriezh hollandat : taolennoù eus ar vuhez pemdez hag eus « truanted » er c’habaredoù, poltredoù – en o mesk ar re zispar eus ar chuin Nicolas van der Haer hag eus e bried gant Adriaen Hanneman –, taolennoù eus ar mor, taolennoù eus traoù divuhez ha vaniteoù a zegas da soñj eus berrentez ar vuhez en un doare soutil, gant ur betalenn oeñv pe ur frouezhenn bezhell.