Al livadurioù awenet gant Breizh

Emañ al livadurioù awenet gant Breizh e-mesk an traoù pennañ e dastumad ar mirdi. Bez’ ez int an hollad brasañ a livadurioù a skeudenn Breizh e kement feson zo : ar vuhez pemdez, ar gouelioù relijiel, ar monumantoù, ar c’hornioù-bro…

 

Savet e oa bet an dastumad etre 1880 ha bloazioù kentañ ar c’hantved. Dibar eo abalamour d’an hollad livadurioù bras-bras, evit ar Saloñs.

 

Tost dianav e oa Breizh d’al livourien betek ar bloazioù 1830. Adalek neuze e teuas da vezañ ar broviñs a zedenne anezho ar muiañ. Broudet e vezent gant ar romantelezh da vont da welet reier ar begoù-douar skubet gant ar barroù-avel. Diouzh ar c’hiz e oa erru Breizh abalamour d’ar goust d’ar Grennamzer ha da istor ar vro, d’an doug d’ar geltiegezh ha d’an drouizelezh.

 

Théodore Gudin en doa livet ar mor dirollet er Gerveur. E 1859 e oa bet livet peder studiadenn en aod end-eeun gant Jules Noël, ha diskouezet evel-se pegen kizidik e oa ouzh arlivioù dibad an amzer.

 

Gant Charles Fortin e oa bet taolennet evit ar wech kentañ ar « Breton-Chouan » : ur skeudenn skouer e teufe hennezh da vezañ. Pa oa bet lidet kant vloaz an Dispac’h e oa bet un tamm mat a livadurioù hag a skeudenne kurioù an Enepdispac’h e Breizh.

 

Dudiet e veze al livourien gant ar vuhez pemdez ha devosion ar bobl. Awen a gavent pezh a garent er foarioù hag er marc’hadoù, en euredoù, er pardonioù, gant ar gwiskamantoù-gouel. Rouez-kaer e oa al livadurioù a skeudenne an dienez pe diaester al labour er parkeier. Jean-Marie Villard, gant Diabarzh un ti e Breizh, ur c’hozh pezh e-barzh ur feurm, a oa unan eus ar re nemeto a enebe ouzh ar gwel c’hwek ha skouerius-se. 

 

Skignet e veze Mojennoù Breizh dre skridoù a-leizh. Skeudennet e oant bet gant Luminais en e daolenn vrudet Tec’h ar roue Grallon. Gant Ar C’hannerezed-noz, Yan’Dargent a ziskouez ur peizant leonat skrapet gant ar c’hannerezed a gann ar sebeilhoù hag a glask war-lerc’h ar bec’herien bemnoz.

 

Livourien zo a ergerzhe Arvorig. Re all a chome en ul lec’h. Dont a rae Emmanuel Lansyer ha Jules Breton da Zouarnenez bep bloaz. Deyrolle ha Guillou a oa e-barzh trevadenn arzourien Konk-Kerne.

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn