Ur gridienn dreistrealour

Diskouezadegig nevez en dastumadoù pad

Eus an 8 a viz C’hwevrer d’an 20 a viz Mae 2019

Eus ar 14 a viz C’hwevrer d’an 13 a viz Mae 2019 en em vod mirdi an arzoù-kaer e Roazhon ha mirdi arzoù Naoned evit un diskouezadeg gouestlet d’al livadurioù gall eus an XVIIIvet kantved en dastumadoù publik breizhat « Meuleudi d’ar santidigezh / Meuleudi d’ar santimant ». Ouzhpenn 40 oberenn eus hon dastumadoù a yelo kuit eta dre ma prestomp anezho hag ur saliad oberennoù a-bezh a vo diskroget diouzh ar mogerioù.
Un digarez brav evit kinnig d’ar weladennerien ur souezhadenn en droiad pad p’eo torret chadenn an amzer en un doare dreistrealour !
Rak gant ar prenadennoù hag ar profoù graet nevez zo evit akuizitañ oberennoù gant Yves Tangi ha gant Pierre Roy pe c’hoazh gant Yves Eleoued omp broudet da ginnig un tamm diskouezadeg diwar-benn an dreisrealouriezh, gant oberennoù pouezus prestet deomp gant mirdioù Roazhon ha Naoned ha gant ar palier « Les Yeux Fertiles ». Hag evit ar wech kentañ e Kemper e vo traezoù eus Oseania, o tont eus ar palier Meyer, traoù hag a laka da soñjal e goust an dreistrealourien evit ar Re all.

YVES TANGI
Kemeret e oa bet e lañs gant dastumad dreistrealour ar mirdi e 2017, evit gwir, pa oa bet roet gant Catherine Prévert unan eus al livadurioù kentañ bet graet gant Yves Tangi e 1925, Ar Pont. Un arouez nerzhus eo eus ar vignoniezh a oa etre al livour hag ar vreudeur Prévert, Jacques ha Pierre, hag etre eñ ha Maurice Duhamel, embanner da zont ar « Série Noire ». Ne oant ket evit dispartiañ an eil diouzh egile c’hoazh er bloavezhioù 1920, bevañ a raent e straed ar C’hastell e Montparnasse hag aozañ a raent ingal troioù e Lokorn, al lec’h ma oa mamm Tangi o chom.
Diskouez a ra « Ar Pont » levezonioù a bep seurt : ar gubouriezh, ar c’houde-dadaouriezh, livouriezh vetafizikel Giorgio De Chirico, an arz poblek (ur merk toaz-dent eo Gibbs) hag ivez ar sinema, a-raok na zeuje Tangi, un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, da vezañ « al livour dreistrealour ma’z eus unan », evel m’en diskouez al livadur eus Roazhon, An Awen (1929).

JACQUES HEROLD
Jacques Hérold, degouezhet eus e Roumania c’henidik e deroù ar bloavezhioù 1930, a gejas gant Yves Tangi ha broudet e voe gant oberennoù hennezh pa oa o klask an hunvreidigezh hag an diemouez. En em glevet a reas diouzhtu ivez gant André Breton. E 1933 e voe tennet eus an dienez pa zegouezhas e eontr Léon Veintraub. Goulenn a reas Léon meur a daolenn digantañ, en o zouez poltred e verc’h Sonia : gant Hérold e voe lakaet he c’horf a-dammoù, hep sadegezh, evit dispakañ ar vuhez, furchal hec’h ene, hag ober anaoudegezh gant ar pennaennoù a vroude anezhi.

PIERRE ROY
« Goude bezañ livet un daol e marbr faos, gant daou gef en o sav warni, dirak un oabl goañv hag a zo tourmant ennañ, em eus komprenet e oa istor un darempred hag am boa klevet anv anezhañ. Ar c’hef a-gleiz, e stumm ur c’halc’h tamm pe damm, e oa ar gwaz. An hini a-zehoù e oa ar vaouez, dougerez marteze pe bronnoù fonnus dezhi. An eil o talañ ouzh egile ha dispartiet gant ur vazh (a c’hall talvezout da vale kenkoulz ha da skeiñ gant unan bennak), delioù sec’h (hag a laka da soñjal en diskar hag en dristidigezh), ognon (a laka da soñjal e daeroù). Setu an anv am boa roet d’al livadur-se : Rendael ar goañv. Ar pezh zo dudius eo em eus graet an oberenn-se hep an disterañ raksoñj ha diratozh. Me ‘laka ez eo ar pezh a vez anvet « dreistrealouriezh » hag a zo bet anezhi a-viskoazh ». Diskouez a ra « Rendael ar goañv » ivez an dic’hoanag a oa o ren er vro e 1940.
Al livadur-mañ gant Pierre Roy, evel an holl re a zo e mirdi an Arzoù e Naoned, a denn elfennoù eus mammenn an diemouez ha krouiñ a ra darempredoù nevez en doare da welet ar wirionez, dreist-holl en egor hag en amzer.

ANDRE BRETON, CHARLES FILIGER, YVES ELEOUED
Diwar brokusted Aube hag Oona Eleoued ez eus er mirdi oberennoù pouezus gant Charles Filiger hag Yves Eleoued. Rak André Breton, tad Aube, a oa bet unan eus ar re gentañ hag a oa bet dedennet gant Filiger, un den dioutañ e-unan hag oa bet ankounac’haet e-pad pell amzer hag a zo anavezet hiziv evel unan eus arzourien bouezusañ Skol Pont-Aven. Diskouez a rae al livadurioù gouach a veze dastumet gantañ e-touez e vaskloù eskimo pe e bompinelloù kachina.

Evit Yves Eleoued, kejañ a reas gant Breton e 1955 ha dimeziñ a reas d’e verc’h e 1956. Pa oa aet e-barzh ar strollad dreistrealour e tigoras da daolioù-arnod a bep seurt ha gallout a reas diskouez oberennoù e diskouEzadeg etRebrOadel an dreiStrealouriezh (E.R.O.S) er palier Daniel Cordier e 1959. Livadurioù-traezoù, freskennoù war simant, livadurioù gouach difetis, a ziskouez pegen ledan e oa donezon un arzour liesneuz, maget gant Breizh ar mojennoù, ar c’hevrinoù hag ar Gelted, hag a gaver ivez e mirdi an arzoù-kaer e Roazhon.

ANDRE BRETON HAG OSEANIA
Meur a oberenn arouezel eus an arz melaneziat-hag-oseaniat zo bodet en droiad-se. Eus Irian Jaya betek Vanuatu, ar maskloù hag ar c’hizelladurioù a gont deomp spered krouiñ an arzourien en un tolead ec’hon-meurbet a zo kalz a enezegi ennañ.
Pa oa bet anavezet an Arzoù Kentañ e penn-kentañ an XXvet kantved e oa bet levezonet ganto un tamm mat a livourien veur staliet e Pariz ha gallet o doa reiñ frankiz d’o arz. Er c’hontrol d’ar gubourien a chome bamet dirak arz Afrika e oa boemet an dreistrealourien gant Amerika an Indianed hag Oseania. Dont a reas Breton da vezañ dastumer kizelleradurioù, ar c’hizelladurioù estlammusañ a gaver e rannved Oseania. Evel-se e prenas, e 1964, an delwenn Uli eus Iwerzhon-Nevez, a oa lod eus dastumad Tual. Klasket en doa prenañ an oberenn-se e 1930 dija ha ne oa ket bet an hini nemetañ o welet anezhi rak Maurice de Vlaminck, a oa ken berr all an arc’hant gantañ, en doa choazet derc’hel koun anezhi gant un eilskeudenn greñv kizellet en ur bilh ebena.
Tregont vloaz goude bezañ c’hwitet war an taol kentañ-se en doa gallet André Breton, a oa o paouez en em zizober diouzh pennoberenn Giorgio De Chirico, Empenn ar bugel, prenañ an oberenn-se, c’hoantaet kement gantañ, gant an arc’hant bras gounezet gant ar werzh-se.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn