Jean Le Moal (1909-2007)

Eus ar 9 a viz Even d’ar 17 a viz Gwengolo 2018

Gweladenn heñchet e brezhoneg "Jean Le Moal"

Disadorn 16 a viz Even 3e gm

 

1 eur

6.50 € / 3.50 €

Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl

Kontet eo Jean Le Moal da vezañ unan eus an arzourien bennañ eus al livouriezh amskeudenn en eil hanterenn an 20vet kantved. En deiz hiziv ez eo ul livour da adober anaoudegezh gantañ, abalamour d’e oberennoù a ya a-dreuz rummadoù ar genedoniezh. Bevet en doa an arzour e Pariz, en Ardèche uhel hag e Breizh. Eno en doa gwelet tammoù bro o doa kaset anezhañ tamm-ha-tamm d’al livouriezh amskeudenn, gant oberennoù ma kej ha ma froum al livioù hag ar gouleier.
War-lerc’h studioù war an arkitektouriezh diabarzh e fin ar bloazioù 1920 e Lyon, en doa graet e annez e Pariz hag eilet oberennoù ar vistri kozh ha modern – Rembrandt, Velázquez, Chardin, Bonnard, Renoir, Cézanne, Matisse…
E 1935 e oa aet Le Moal d’an atalier freskennoù en Akademiezh Ranson. Eno e oa plijet ar c’hinklajoù bras-bras dezhañ, hag arz ar gwer-livet ivez nebeut goude. Kemeret en doa perzh en avantur stroll ar bodad eus Lyon Témoignage, ergerzhet en doa arnodadoù ar gubourien hag an dreistrealourien hag aet e oa en tu-hont dezho. E-pad ar brezel en doa diskouezet dija doareoù arzel dibar. Pouezus-kaer e oa bet ar bloavezhioù stummañ-se, ha goude 1945 en doa digoret e livouriezh d’ur stumm difetisted, e peoc’h gant ar skeudenniñ. Evit ar wech kentañ, gant un hentad istorel, e kinnig an diskouezadeg ur gwel klok, ha ne oa ket bet diskuliet biskoazh, eus oberennoù Jean Le Moal : « re un den hag en em vage diwar an hengoun, en em gave war harzoù ar skeudenniñ, hag en doa savet ur stil personel hag a dest kuriusted un arzour dihun dalc’hmat ha digor d’ar bed » (Philippe Bouchet).

Komiser skiantel an diskouezadeg eo Philippe Bouchet. Un istorour eus an arz eo, ha savet en deus pennadoù, rakskridoù ha skridoù-arnod diwar-benn arz an 20vet hag an 21vet kantved. Skrivet en deus e-barzh katalogoù a-leizh hag embannet meur a levr war Édouard Pignon (1905-1993) – un ispisialour anezhañ eo, ha aozer ar c’hatalog rezonet diwar e benn – hag ivez war Charles Lapicque (1898-1988), en deus graet enklaskoù diwar e benn nevez zo. Komiser eo bet e meur a ziskouezadeg gouestlet d’an daou arzour-se.

Kenaozet eo an diskouezadeg Jean Le Moal (1909-2007) gant mirdi arz ha henoniezh Valence (1 prantad eus ar 25 a viz Even d’ar 7 a viz Genver) ha mirdi an Ospiti Saint-Roch en Issoudun (2l prantad eus an 9 a viz C’hwevrer d’an 13 a viz Mae).

Un diskouezadeg a interest broadel eo homañ, gouez da vinistrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ / Pennrenerezh ar glad / Servij mirdioù Frañs. Setu perak ez eus bet roet arc’hant a-ratozh gant ar Stad.



Titouroù ouzhpenn al lec’hienn