Diskouezeg

Diskouezeg "Pierre de Belay, red al livioù"

an 15 a viz Mezheven d'an 30 a vis Gwengolo 2024

Adalek Eugène Savigny betek Pierre de Belay
Eugène Pierre Savigny, anvet Pierre de Belay bremañ, a oa bet ganet e 1890 e Kemper. E familh a oa o chom en 13 bis, straed Pont-’n-Abad, e karter ar C’hab Horn. Abred-tre e tiskouezas bezañ tuet brav d’an tresañ ha kreskiñ a reas e-barzh un endro a-zoare evit en em zispakañ war dachenn an arz. Unan eus e c’hoarezed, Berthe, a dapas brud evel priourez, hag e vreur Joseph en em lakas da skrivañ barzhonegoù. E dad, Azéma Savigny, a oa livour amatour ha gantañ e krogas da livañ war an dachenn end-eeun. Saour ar realouriezh splann zo c’hoazh war e oberennoù kentañ, ma rae dreist-holl gant livioù mougus. Gant gweledvaoù Corot ha Skol Barbizon e oa bet levezonet er penn-kentañ. Hogen, pa reas anaoudegezh abred gant araogerien Pariz en 20vet kantved e voe daoubennet e verkoù a oa deuet da vezañ digoulzet. Tamm-ha-tamm e tilezas an arzour yaouank e anv hag adalek 1910 e sinas e oberennoù gant un anv-familh nevez, Savigny de Belay. Goude-se e tivizas an arzour ober gant un anv hepken, hini un diagentad a-berzh mamm, ha sinañ e oberennoù Pierre de Belay. E-pad an dek vloaz a yeas hebiou, etre 1910 ha deroù ar bloavezhioù 1920, e voe mareoù poanius ha diaesterioù gantañ o livañ. Ouzhpenn ober e goñje-soudard e-pad tri bloaz e rankas talañ ouzh mizerioù ar Brezel Bras. E 1919, a-benn ar fin, e c’hellas pleustriñ war al livañ patromoù e-barzh stalioù-livañ La Grande Chaumière hag adkavout hent ar c’hrouiñ. Siwazh, tizhet kriz e voe al livour e 1922 gant marv e wreg ha daou eus e vugale, falc’het gant an droug-skevent. Dre chañs e voe 1923 ur bloavezh lañs en-dro, dre ma voe urzhiet ur c’hinkladur bras digantañ e Benoded ha ma kejas gant ur vignonez d’he c’hoar Madeleine, Hélène Dujardin, a zeuas da vezañ e wreg e 1926.

E-kreiz birvilh ar vuhez e Pariz
Max Jacob, mignon d’ar familh ha kemperat anezhañ evel Pierre de Belay, a zalc’has ur plas a bouez e buhez al livour. Ar poltredoù e-leizh eus ar barzh dispar a ziskouez al liammoù frouezhus a vignoniezh a oa etreze ha pegen boemet e oa an den yaouank gantañ.  Dre e hanterouriezh e reas anaoudegezh gant ar virvidigezh sevenadurel a oa e Pariz e deroù an 20vet kantved. Max Jacob a oa tost d’an araogerien lennegel pe arzel a oa e barr o brud e Montmartre, ha gras dezhañ e oa bet aesaet mont e darempred gant Picasso hag Apollinaire. Gant kuriusted e selle Pierre de Belay ouzh lañs ha brud ar faovouriezh, ar gubouriezh hag ar surrealouriezh, hag eñ derc’hel d’ur stil frank-tre. Goude birvilh Montmartre e oa bet hini Montparnasse, ma kavas awen ivez evit meur a sujed.  E-kerzh ar bloavezhioù 20 ha 30 e taolennas, lerc’h-ouzh-lerc’h, arvestoù en ostalerioù, maget a-wechoù gant danvez lennegel (Verlaine, Paul Fort, …), troioù mailhoni gant oueskerien ha furlukined ar sirk Medrano pe abadennoù dañs diroll, evel er Bal Tabarin. Trouz ar gouelioù parizian a zasson e meur a oberenn joaius bet livet gant Pierre de Belay er bloavezhioù etre an daou vrezel, met ne ankounac’haas ket diskouez tu gin an daolenn. Ar skeudennoù stlankerien, etre ludresadennoù ha realouriezh kriz, a zeskriv ur bed huduroc’h, hini an dud er marj hag an dud ezhommek, a oa o zonkad skeudenn an dismantroù stag ouzh enkadenn vras 1929.

Breizh da awen frouezhus
Breizh a oa e-kreiz hentad krouiñ Pierre de Belay.  Ouzhpenn an hanter eus e oberennoù zo diwar-benn sujedoù Breizh, adalek e daolioù-berzh kentañ, gant kinkladur Ker Moor, betek ar bloavezhioù diwezhañ merket gant degemer an treilherezh. Adalek ar bloavezhioù 20 e tremenas al livour hogozik holl e hañvezhioù e Kerne. E-mesk al lec’hioù a blije dezhañ abalamour d’o birvilh o doa ar porzhioù pesketa ur plas eus an dibab.  Kaeoù Gwaien, Konk-Kerne, ha Douarnenez un tammig, a weler alies en e daolennoù, ha pa vefent pezhioù oberennoù pe oberennoù bihanoc’h. Plijout a rae dezhañ staliañ e varc’h-livañ war ar c’haeoù leun a virvilh, gant pikoloù martoloded, ha sellet laouen ouzh milendall brizhellet kouc’hoù ha gouelioù ar bagoù pesketa. Nepell, lec’hioù evañ hag ostalerioù da zegemer ar vartoloded-se, gwisket gant vareuzennoù, ur bered war o fennoù ha botoù-koad en o zreid gant lod. En holl gêrioù bihan eus Kerne e oa desachet gant ar gouelioù sakr pe disakr ivez. Er pardonioù, evel hini Santez-Anna ar Palud, e c’helle tostaat ouzh ar bodadegoù bras ma oa kejet boazioù sakr ha disakr. E oberennoù a ziskouez ur Vreizh vev, gant hengounioù dieubet diouzh an tremened hag adnevezet dre ma emdroe ar gevredigezh.

 

Linenn ha linenn : engraverezh ha treilherezh
Dre ma felle dezhañ skignañ aesoc’h e arz ha kinnig oberennoù marc’hadmat ivez e komañsas Pierre de Belay da lakaat e stumm gant an engraverezh adalek kreiz ar bloavezhioù 20. Buan e teuas da vezañ mestr war an holl deknikoù ha da labourat war blakennoù kouevr dreist-holl. Bep bloaz e save etre div ha teir flankenn nevez, dre zour-kreñv peurliesañ, kaeraet a-wechoù gant doare-ober an akwatint. Nebeut a skouerennoù a veze moullet, biskoazh ne oa muioc’h evit kant, ha kinniget e vezent da balieroù arbennikaet evel hini Sagot-Le Garrec. Kalz sujedoù eus Breizh a oa hag a-zoare e rae Pierre de Belay gant danvezioù an engraverezh evit deskrivañ arvestoù diabarzh. A-wechoù e c’hoarie gant graferezh naturel linennoù an engraver evit taolenniñ ur barr-glav evel ma weler war ar blankenn vrav a daolenn straed Kereon e Kemper. Dre ma oa dornet mat evit ober gant ostilhoù an engraverezh e kemeras skouer warnañ evit ijinañ un teknik livañ nevez : an treilherezh. An anv skeudennet-se zo bet roet d’un doare dibar-tre d’ober hag en doa lakaet anezhañ da ijinañ ur stil diazezet war arreadur ur rouedad barrennadurioù tanav, adalek 1940. Ar barrennadurioù-se, livet ha lakaet hed-da-hed al lien, a yae da frammañ ar c’henaozadennoù ha da grouiñ ur bed leun a sederoni ha barzhonius gwall alies.

Arvestoù Lezioù-barn : brastresoù ha divrazoù
Etre 1932 ha 1939 e lakaas Pierre de Belay e voemenn gant bed al lezioù-barn hag an aergelc’h bervidant a veze a-wechoù er prosezioù meur d’ar mare-se. Dre forzh daremprediñ kazetennerien e tapas kaout ur gartenn kazetennerezh evit gallout kemer perzh e breutadegoù an afer Stavisky. Da-heul istor ar c’hwiblaer-se, a oa marvet-mik, e oa bet feulster hag horjellet e oa bet gouarnamant an Trivet Republik diwar-se. O welet pegen tenn e oa an tabutoù e rae Pierre de Belay brastresoù war an tach eus ar prezegoù distaget gant an alvokaded, ken bamus e kave o firbouch. Teurel a rae evezh ouzh jestroù aktored an drajedienn vodern-se hag adskoulmañ diwar neuze gant doare oberennoù Honoré Daumier, ul livour a estlamme Pierre de Belay dirazañ. Diwar un hollad poltredoù seziset evel-se gant emzalc'hioù a bep seurt e c’helle labourat war genaozadennoù uhelekoc’h a-wechoù. E 1935 e reas berzh e palier Katia Granoff o tiskouez un dibab livadurioù awenet gant ar prosez Stavisky. En e oberennoù e klaske Pierre de Belay taolenniñ endroioù unliv kentoc’h ha sachañ an evezh war an dabuterien. C’hoari a rae gant blizidigezh al livioù sepia lakaet war ar fontoù, kement ha lakaat war wel elfennoù zo evel saeoù du ledan an alvokaded brudet, kinklet gant ur c’hrepez gwenn. Gant e sell spis en doa gouezet bezañ un test feal eus ar prantad ha, dre ar skeudennoù, brudañ prosezioù meur imbourc’het e salioù Ti al lezioù-barn.

Arzoù pleustrek : an arz hag an danvez
Donezonet-dreist e oa Pierre de Belay war an tresañ hag alies-tre en deus bet digarez da ziskouez e varregezh krouiñ war dachenn an arzoù pleustrek. Pell zo e oa plijet dezhañ ar skeudennaouiñ skridoù, pa’z eo gwir e veze fiziet ar garg-se ennañ gant e gamaraded yaouankiz e Kemper.  Adalek ar bloavezhioù 20 e oa deuet ar soñj dezhañ da skeudennaouiñ testennoù eus al lennegezh uhel (Balzac, Maupassant, Proust, …), met e 1942 hepken e stagas gant entan da labourat evit skeudennaouiñ daou levr gourc’hemennet dezhañ gant Pierre Benoit : Kastelladez Liban hag Ar Roue lovrek. Dre ma oa feal bepred da spered al levrioù skeudennaouet gantañ e rae kalz enklaskoù teuliaouiñ, evel m’en diskouez ar brastres bihan graet war baper kalk a zeskriv lec’hiad Angkor (Kambodja) evit plankennoù Ar Roue lovrek. O vezañ ma oa ampart-bras da empentiñ kinkladurioù e oa bet remerket abred a-walc’h abalamour d’e genlabour evit salioù diduañs bras e Pariz, evel ar Bal Bullier, ha rener ar c’hoariva music-hall brudetañ a oa e Stockholm (Svedia), ar c’hoariva Folkan, a oa deuet e darempred gantañ e 1939. Pa oa bet karget eus kinkladurioù ha gwiskamantoù un abadenn anvet En ces temps chevaleresques, e oa bet leun a ijin da sevel raktresoù biskoazh ken faltazius. Gant ar brezel o tostaat e voe lakaet un termen d’ar c’henlabour lañsus-se siwazh. Bepred e oa Pierre de Belay war api evit klask kinnigoù lañsus ha goude 1945 e lakaas e voemenn gant adsav an tapiserezh. Da neuze e krouas meur a gartoñs tapiserezh war demoù a bep seurt, evel ar chase. E labourioù empentet mat evit bezañ troet e stumm oberennoù gwiadet, abladennoù liv ledan enno, zo leun a levenez hag a ziskouez pegen donezonet e oa an arzour war dachenn an arzoù kinklañ.

Gweladenn heñchet e brezhoneg

Deuit da heul an heñcher ! An diskouezadeg-mañ a laka war wel Pierre de Belay, bet ganet e Kemper, roet lañs dezhañ gant Max Jacob e Pariz. 200 oberenn gant teknikoù liesseurt zo testenioù eus an donezon tresour dibar-se en deus graet berzh evit taolenniñ tud e amzer : ar marc'hadoù hag an arvestoù porzhioù e Penn-ar-Bed, pa teue en-dro e-pad an hañv, ar vuhez e Pariz en ostalerioù hag er straedoù, ar prosezioù brudet

Enklaskoù en deus bet graet dalc'hmat ivez war dachenn an arzoù, kinklañ gant raktresoù kinklañ ha gwiskamantoù c'hoariva, skeudennoù levrioù. Un arzour dizalc’h, hag a daolenn, en e holl zoareoù, lusk hag arvestoù ar vuhez.

Disadorn 22 a viz Even da 3eur gm
Gweladenn heñchet e brezhoneg
1 eurvezh
8/5 € ( gant ar mont-tre)
25 den
Mirit azalek bremañ
Evit nullañ, kelaouiñ 02 98 95 45 20

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn