Strolladoù

Gallout a reont bizitañ ar mirdi en o frankiz pe bezañ ambrouget gant un heñcher-prezegenner a vicher. Hennezh a sach o evezh war an dra-mañ-tra hag a ziskuilh sekredoù an oberennoù. Lakaat a ra an dud da zeskiñ traoù ha da guriuzenniñ.

Gallout a reer bizitañ pep tra, pe plediñ gant ur mare, ur stil, un tem bennak.

Penaos mirout plasoù

 

Evit bizitoù ar strolladoù, en o frankiz pe heñchet, e ranker mirout plasoù.

 

En em glevet a rit gant ar mirdi evit un deiz, un eur, ur mod da vizitañ (frank pe heñchet), un tem, un niver a weladennerien hag a ambrougerien.

  • War al lec’h, ouzh burev-degemer ar mirdi.
  • Dre bellgomz, d’an niv. 02 98 95 45 20 – pouezañ war 2
  • Dre bostel : fabienne.ruellan@quimper.bzh

Ur wech ma vo validet ho pizit e vo kaset un testeni skrivet deoc’h.

 

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn