Ar skol c’hall en XIXvet kantved

Bez’ ez eus kalzik taolennoù gall eus an XIXvet kantved e dastumad De Silguy. Ganet e oa an dastumer e 1785 ha bez’ en doa bet darempredoù gant arzourien e amzer (war-bouez bizitañ saloñsoù pe hentañ al livourien).

[

N’eus ket kalz a livadurioù romantel pe realour en dastumad. Ober a rae De Silguy hervez e c’houst dezhañ e-unan ha dudiet e oa gant temoù a bep seurt : taolennoùigoù mojennel gant Vallin, taolennoùigoù eus ar vuhez pemdez gant Schwebach, Demarne pe Boilly, gweledvaoù eus maeziadoù Frañs pe taolennoù kempennet diwar gweledvaoù eus an norzh er XVIIvet kantved, evel ar Gweledva er goañv souezhus-se gant César Van Loo, taolennoù awenet gant Istor ar vro ha gant ar Grennamzer dreist-holl gant Daguerre pe Devéria.

 

E-pad bloazioù diwezhañ e vuhez en doa graet De Silguy div brenadenn veur : Gwel eus kastell Pierrefonds gant Corot ha porzh Kemper gant Boudin.

 

Goude ma oa bet digoret ar mirdi e oa bet klokaet an dastumad e meur a zoare : goust d’ar Grennamzer gant, da skouer, an daolenn ramzel Emgann an Tregont gant Penguilly-L’Haridon, taolennoù eus ar vuhez pemdez, livadurioù relijiel pe livadurioù istorel gant Melingue, Disparti an Tour d’Auvergne, peotramant Louis-Georges Paradis, Enrolladur ar volontierien.

 

Eus bloazioù diwezhañ ar c’hantved ez eus e-leizh a oberennoù gant Boudin, Corot, noël, Diaz, Anquetin, Carrière, de Monfreid, Baudry pe Devambez.

 

Oberenn bennañ an dastumad-se, bodet war-lerc’h laes De Silguy, zo ur bennoberenn gant Théodore Chassériau, Poltred Maria-Tereza Cabarrus, un daolenn dibar anezhañ, ma weler war un dro levezon Ingres ha hini Delacroix.

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn