Dastumadoù eus an XXvet hag eus an XXIvet kantved

Er mirdi ez eus un dastumad puilh a oberennoù awenet gant Breizh abaoe penn kentañ an XIXvet kantved. Strivañ a ra ar mirdi da startaat al liamm souezhus-kaer a zo etre al livourien hag ar rannvro. Klask a ra bodañ testenioù gant arzourien, eus Breizh pe eus lec’hioù all, hag a zo ul liamm gant Breizh kenetrezo.

Bodet ez eus bet evel-se oberennoù dudius, diwar profoù arzourien, prenadennoù graet nevez zo hag oberennoù prestet gant Mirdi broadel an arz modern ha Dalc’had broadel an arz a vremañ.

E 1936 e oa bet gwelet ar Vro Vigoudenn evit ar wech kentañ gant Jean Bazaine, ha distroet e oa di bep bloaz. E-mesk e oberennoù e tiskouez ar mirdi kartonioù gwerennoù-livet chapel ar Vadalen e Penmarc’h. Sot gant ar mor e oa Charles Lapicque ivez, ha graet en doa e annez e Breizh. Diskouez a reer ur Roue Arzhur souezhus livet gantañ, evel un heklev a vremañ eus amzer dremenet pinvidik Breizh.

 

Geneviève Asse pe Jean ar Moal a gav o flas el lignez-se ken eeun ha tra. Pierre Tal-Coat, tra ma live e Normandi pe e Provañs, n’en doa ket paouezet da embann e oa ur Breizhad anezhañ, hag a-viskoazh en doa bantet e anv-familh evel ur banniel. En e livadur eus 1969 Skeudenn en un oaled e weler mat a-walc’h doareoù e vloazioù diwezhañ.  Fellet e oa da François Dilasser diskouez piv e oa en « e istor » hag « e weledva ». Div eus e oberennoù pouezusañ, Nevezamzer eus 1984 ha Tremen ar mor Ruz eus 1990, a ziskouez a-walc’h « amzer-vremañ » ar mirdi, hag arabat ankouaat un oberenn veur gant Jacques Villeglé, Straed Joubert (Angers) eus 1957, roet e 2016 gant kevredigezh mignoned ar mirdi.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn