Dastumadoù

Liesseurt-kaer eo an dastumadoù « Arzoù-kaer » miret e Kemper. En em astenn a reont a-hed pemp kantved a grouidigezh en arz Europa. Gant ar puilh m’int e c’haller n’eo ket hepken mont a-dreuz ar mareoù ha luskadoù bras eus istor an arz, met ivez ober anv eus ar c’hreizennoù livañ pennañ en Europa o doa bleuniet ken er Proviñsoù-Unanet, ken e Spagn ar C’hantved aour, peotramant en Italia varok.

 

Setu ma kloka hardizh dastumadoù Kemper re mirdi an arzoù-kaer e Roazhon, hag a wechoù e vez gwelloc’h o c’halite zoken. Taolennet mat-tre eo arz Europa gant an hollad-se, met dav eo pouezañ ivez war an oberennoù eus ar vro a ra da zastumadoù ar mirdi bezañ dibar, a ya e-bioù skoilh al lec’helouriezh hag a zo er c’hontrol evit ar bed a-bezh. Anv zo evel-just eus an dalc’had breizhat, an hini klokañ eus mirdioù Frañs, ma weler war un dro taolennoù bras-bras ar Saloñs ha krouidigezhioù Pont-Aven pe ar Vandenn du. Erfin, ha pa vefe manet an holladoù en o had, ha sac’het a-wechoù, arz an XXvet-XXIvet kantved a zo eno ivez, ha chom a ra da glokaat an dastumadoù en doareoù a gavimp ar reishañ.

 

Dastumadoù mirdi an arzoù-kaer e Kemper, krouet diwar legad dispar dastumad de Silguy, klokaet gant degasadennoù all evel legadoù Colomb pe Corentin-Guyho, hag ivez dre zalc’husted ha spiswel ar virourien a zo bet lerc’h-ouzh-lerc’h, a ya d’ober bremañ unan eus an holladoù puilhañ e mirdioù ar C’hornôg-Bras.

Renevezet e oa bet penn-da-benn salioù ar mirdi e 1993. Gant-se e oa bet gallet lakaat kalite dastumadoù Kemper war wel. Graet hon eus evel boaz, hervez red an amzer, ha bodet  hon eus ar skolioù arz, met gallet hon eus ivez terkañ meur a lec’h difer, evel an hini gouestlet da v-Max Jacob peotramant da Jean-Julien Lemordant.

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn