Diskouezadegoù

Div ziskouezadeg dibad a vez graet gant ar mirdi bep bloaz. Pe e vefe un diskouezadeg-doser diwar-benn un oberenn eus an dastumad, un diskouezadeg da deurel ur sell war-gil ouzh un arzour bennak pe un diskouezadeg tematek, lusket e vez obererezh ar mirdi gant an diskouezadegoù dibad-se. A-bep-eil e kinniger diskouezadegoù en aezamant d’an holl ha diskouezadegoù skianteloc’h. Gant an eil re hag ar re all e fell deomp deskiñ traoù d’an dud diwar-benn oberennoù pe un arzour bennak. Da-geñver pep hini eus an diskouezadegoù-se e vez embannet ur c’hatalog ha savet ur programm gant obererezhioù sevenadurel ha desavadurel a bep seurt. A-hed ar bloaz e cheñcher ingal ivez an taolennoù a ispilher en dastumad-pad. Peder gwech ar bloaz e ispilher ivez taolennoù er sal evit ar re yaouank. Peadra zo da vezañ laouen gant kement a nevezentioù !

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn