Diskouezadeg

Un natur didrouz, Gweledvaoù Odilon Redon

19 a viz Mae – 11 a viz Gwengolo 2017
Asambles gant mirdi an arzoù-kaer e Bourdel (9 a viz Kerzu 2016- 27 a viz Meurzh 2017)

Evit sevel an diskouezadeg-mañ ez eus bet implijet dreist-holl oberennoù prestet gant mirdi Bourdel ha hini Orsay. Klask a reer lakaat war wel tem ar gweledvaoù e livadurioù hag e tresadennoù an arzour genidik eus Bourdel (1840-1916). Daoust ma’z eo ar gweledvaoù un doare eus e oberennoù  ha n’anavezer ket mat, ez eont d’ober ur vammenn awen eus ar re bouezusañ evit hunvreoù Redon. Un hunvreer digenvez e oa ar paotrig en e gêriadenn c’henidik, Peyrelebade, er Médoc, ha merket e oa bet e oberennoù en un doare don ha padus gant e vugaleaj. Natur gouez ha rust ar Médoc, etre lanneier ha geunioù, zo evel un heklev eus Breizh a oa bet gwelet evit ar wech kentañ gant an arzour er bloazioù 1870-80 pa oa bet o chom meur a wech e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan. Boemet e veze muioc’h gant aodoù teñval ha spontus Penn-ar-Bed eget gant folklor livus ar vro. Redon a gave eno, evel en e Lanneier genidik, ur seurt melkoni hag a glote gant e gizidigezh dezhañ. Adalek ar studiadennoù gwez dizeil, eus mare an Taolennoù Du, betek al lanneier pe an aod, hag ivez gant ar maeziadoù ha straedoù ar c’hêriadennoù, intret eo e holl weledvaoù gant an digenvez hag an didrouz. Ne weler den ebet enno alies.

 

 

Gweladenn heñchet e brezhoneg

"An natur didrouz, gweledvaoù gant Odilon Redon“ 

D'ar sadorn 1 a viz gouere 2017 adalek 3e 

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn