Ar skol italian
Italian, dreist-holl, eo an dastumad-mañ. Bihanoc’h eo eget hini an norzh ha hini Frañs, ha n’eo ket ken unvan hag i ivez. En em astenn a ra eus fin ar XIVvet kantved betek fin an XVIIIvet kantved, gant un heuliad brav a zamdresadennoù ma weler splann frankiz ha blizidigezh Jean-Marie de Silguy. Ne gaver ket oberennoù mistri vras an Azginivelezh, ar re na oa ket bet Silguy evit prenañ ha n’int ket bet fiziet gant al Louvre (n’eus nemet teir oberenn eus ar XVIIvet kantved a gement hag a zo erruet e Kemper).
An oberenn goshañ zo ur Sant Paol gant al livour eus Siena Bartolo di fredi. Ul lodenn eus ur stern-aoter eo, livet war-dro 1395-1400.
Kavout a reer labour Nicolo dell’Abate gant un oberenn muturniet he chalm friant, Kousk Gwener hag ar Garantez, hag a zo dibar da vanieregezh Nicolo d’ar c’houlz ma oa o kinklañ palez Fontainebleau.
Ur Poltred eus un den gant un tulban, ur Sant merzher o tanzen mervel peotramant ar C’hrist o sevel un den a varv da vev gant al livour eus Genova, Orazio de Ferrari, a ziskouez a-walc’h pegen treboulet e oa bet an arz gant ar garavaggiouriezh er c’hourenez a-bezh, e penn kentañ ar XVIIvet kantved.
Ur bennoberenn eo Santez Vadalen o pediñ gant Guido Reni, hag e-barzh dastumadoù ar roue e oa dija e 1670. Merzherenti sant Sebastian, hag a lakaer war gont Francesco Albani bremañ, a oa bet livet diwar ur patrom deuet eus atalier Annibal Carrache, moarvat.
Pevar livadur a ziskouez arz Francesco Solimena hag a oa, gant Giordano, unan eus al livourien varok esparañ e Napoli.
E Venezia e kendalc’he Giulia Lama oberenn e vestr Piazzetta. O vevañ er memes mare e oa Giambattista Pittoni, ha gantañ e kaver dija al livioù sklaeroc’h hag ar skeudennoù mistr eus ar stil rokoko.
Prenet e oa bet an oberennoù-se gant Jean-Marie de Silguy abalamour ma plijent dezhañ. Peurvuiañ ne ouie ket gant piv e oant bet livet e gwirionez. P’en doa prenet ur skeudennadur eus distro Cristoforo Colombo da v-Barcelona e 1493, ne ouie ket e oa hennezh ar studiadenn gant González Velázquez evit ur sel er Palacio nuevo e Madrid. Da neuze e oa bet dudiet an dastumer gant ar berspektivenn souezhus, mestroniezh an diverrañ, hag ar stil skedus.